Samora Machel

Samora Moisés Machel (29 a viz Gwengolo 1933 - 19 a viz Here 1986) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Mozambik.

Labourat a reas evel klañvdiour e Lourenço-Marquès (Maputo hiziv) a-raok divizout stourm ouzh an drevadennerien portugalat. Evit-se e tilezas e wreg hag e vugale hag ec'h emezelas d'ar Frelimo ha mont da heuliañ ur stummadur soudardel da Aljeria. E 1964 e oa e-touez ar vrezelourien a gasas an emgannoù kentañ evit dieubiñ Mozambik hag e 1970 e oa e penn ar Frelimo.

Etre miz Gwengolo 1974, pa voe divizet un harz-tennañ ha dizalc'hiezh da zont Mozambik, hag ar 25 a viz Even 1975 ma teuas an dizalc'hiezh da wir, e voe harzet ha kaset da gampoù-bac'h pe fuzuilhet an darn vrasañ eus eneberien ar Frelimo. Samora Machel a'n em gavas neuze e penn ar Stad nevez, sokialour ha tost ouzh an URSS. Ar brezel diabarzh etre ar Stad hag izili ar Renamo a reas e reuz e-pad bloavezhioù goude an dizalc'hiezh.

D'an 19 a viz Here 1986 e flastras karr-nij Samora Machel e Suafrika, 300 m diouzh an harzoù gant Mozambik, pa zistroe diouzh ur guzuliadeg e Lusaka gant prezidanted all ar c'horn-bro.



Developed by StudentB